Me ’garje bout

from 8 Songs en langue bretonne by Eric Voegelin

/

lyrics

Me ’garje bout



Pa welan-me skornet ar stêr

Me ’garje bout an Nevez-hañv

Me ’garje bout ur barrad glizh

Pa welan suilhet ar Peurvan

Pa welan ’n Heol o vont da guzh

Na me ’garje bout ul Livour

Pa welan ’r c’hlañvour o c’houzañv

Me ’garje bout ur Pareour

Pa welan digor ur rozenn

Me ’garje bout ur valafenn

Pa glevan ’n arzour o kanañ

Me ’garje bout ar ganaouenn

Pa glevan ’n avel o c’hwezhañ

Na me ’garje bout un Delenn

Bout Izold ar Veleganez

O selaou Telenn aour Marzhin

Me ’garje bout milinerez

Pa welan tourlant ur vilin

E-metoù lili-dour al lenn

Me ’garje bout un alarc’h gwenn

Me ’garje bout koumoulenn roz

Pa sked warni an Heol vintin

Ha boud garlantez glizin

War voger louet ur maner kozh

Me ’garje bout ur steredenn

O lintrañ war vantell an noz

Me ’garje bout ul lilienn

Me ’garje bout ur bodig roz

Pa welan mousc’hoarzh ur Babig

Na me ’garje bout e vammig

Pa welan ur rozenn skedus

Me ’garje bout al liorzhour

Pa welan ’r vaouez kenedus

Me ’garje bout he melezour

Me ’garje bout an alc’houeder

O tibun e ganenn vintin

E porched an Neñv bout sant Pêr

Ha digeriñ d’an Evn lirzhin

Pa deuy en-dro Nevenoe

Me ’garfe bout ar Menez Bre

E don lagad seder ur gour

Me ’garje bout ur vleuñvenn lin

Me ’garje bout d’un devezh dour

Ar ganevedenn he seizh liv

Me ’garfe bout an Eostig noz

O telennañ en Dervenn gozh

Me ’garje bout ar winizhenn

A hadan en Erv d’an Here

A vez tañvouezenn da C’houere

Ha da Wengolo Hostiv wenn !


Kentañ Sul ar C’horaiz 1968

credits

from 8 Songs en langue bretonne, released January 23, 2015

license

all rights reserved

tags

about

Taxila France

contact / help

Contact Taxila

Streaming and
Download help

Redeem code

Report this track or account

If you like 8 Songs en langue bretonne, you may also like: