We’ve updated our Terms of Use to reflect our new entity name and address. You can review the changes here.
We’ve updated our Terms of Use. You can review the changes here.

8 Songs en langue bretonne

by Eric Voegelin

supported by
/
1.
An delienn 05:04
An delienn A bep tu d’al Leger du Eflennoù hirvoan a-regennad O sevel uhel en oabl o gwernioù sonn. Du-mañ du-hont ur wezenn-onn : Tul gwer o krenañ en aezhenn. Gorre lor an dour : melezour splann O tameuc’h an daolenn : Deñved gwenn iskis en oabl glas Ha bolz-enor ar gwez bras. Islonk hag ec’honder troad-ouzh-troad. Un delienn rous o tiskenn eus an ec’honder. Un delienn rous o sevel eus an islonk. Gant an hevelep tizh : gorrek hag a-skij An hevelep ment o-div, an hevelep liv A-skij unan goustad o tiskenn A-skij unan goustad o sevel War gorre lor an dour e pok an eil d’eben N’eus mui ’met un delienn A dalc’h da vont, plaen, da heul he flanedenn. Diskar-amzer 1963
2.
Noz sioul 03:12
Noz Sioul Klozet eo an Noz Tavet pep trouz Pep safar Pep sarac’h Tavet an avel Tavet eostig ar c’hoad Ha skrilh al lanneg. Emañ an draonienn o hun Hep luskell Hep kan Er sioulded. Nep fiñv, nep lec’h Peoc’hleun eo an noz Nemet du-hont pell, a-boan merzus Hiboud sioul an dour e kildroenn an draonienn : An noz o hunvreal. 14 a viz Mae 1964
3.
Kan d’al Leger I Sioul e tirollez, Leger, Da ruban voulouz du. E kreiz ’tre ar pradeier Gwez pupli e bep tu. Hiboudiñ ’ra da zourioù, O ruilhal dreist ar skluzioù. Hag a-bell, Te ’luskell Din va hunvreoù… II Gwechall, bugale seder, A vilin da vilin, Ni ’leunie da bradeier Gant hon c’hoarzhoù lirzhin. Azezet war da ribloù, Ni ’gonte hor c’hevrinoù ’Us d’ar Froud O hiboud’ Ni ’rae hunvreoù… III Pegen koant da vilinoù ’Hed an draonienn kent stank. Na kanañ ’rae da skluzioù, Gwechall p’edon yaouank. Hag a-grap an tosennoù : Chapelioù ha manerioù. Kant kastell. Kant tourell. Koant ’vel hunvreoù… IV Pa rin va hun diwezhañ Dindan an ivinenn Pa vo ’n avel o c’hwezhañ ’Soñjin c’hoazh en draonienn Me ’glevo boud da zourioù. Me ’glevo kroz da skluzioù. Du-hont pell O luskell’ Din va hunvreoù… 29 a viz Here 1963
4.
Doureier 03:31
Doureier Glav war Vreizh. Glav Noz deiz, hep arsav. Hep tav Beuzet an douar. An here en arvar. Touflezioù aet da boulloù Hentoù don da ganolioù Ar wazhig da froud. Boud er saonenn Fromus an daolenn ! Savet en e wele meur Al Leger du A led a bep tu E zourioù koeñvet Melenet Gant pri ar porzhioù lous ; Dour melen-rous. Herr war ar stêr. Ar skluz a froum. Fru ha spoum A sav en aer. Ar prad zo ul lenn. Ar vilin un enezenn. Gwern ar ribloù distroadet, Stouet : Gwernioù bagoù stradet… War ar Pont Kozh roman E beder bolz mein Bepred divrall (Labour gwechall !) Daou den a ziviz dinec’h : — Dont ’ray emezo an eoged war grec’h Pesketaerien Laouen. Chandelour 1965
5.
Va zraonienn din-me Klev ar gouerioù koant o hiboud Skluzioù al Leger o hirvoud Ouzh tor ar menez kroz ar Froud O pegen kaer Eo traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Pa c’hwezh an avel er gwez pin Pa ganont ’vel Telenn Varzhin Sonerezh hud ha leungevrin O pegen kaer ’Vez traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Lannegi aour, brugeier ruz A-hed ar c’hleunioù bleuñv burlu Skrilhed o kanañ a bep tu O pegen kaer Eo traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Pegen dudius ar maezioù Pegen pinvidik ar c’hoadoù Pa dro da aour an holl delioù O pegen kaer ’Vez traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Pa guzh an heol a-dreñv ar roz Pa gan an Eostig ’traoñ ar c’hloz Pa son Añjeluz ar serr-noz O pegen kaer ’Vez traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Nag un dudi mont da bourmen Dre hentoù don ha gwenodenn ’Touez ar bleunioù ’hed an draonienn O pegen kaer Eo traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! 7 a viz Ebrel 1970
6.
Ar weladenn 03:55
Ar weladenn D’am mignonez vat Bertina N’am boa ket lavaret dit (Ma vije brasoc’h da eston) N’am boa ket lavaret dit emaint-i dasorc’het : An ti m’out ennañ ganet, milin da yaouankiz… Ha p’edomp aet evel en hañvioù all En pirc’hirinded d’an draonienn, Am eus gedet war da zremm Un arouez eus da from… Bras eo bet da estlamm, Ma’z out chomet sonnet !… … Dorn-ha-dorn hon-div, evel gwechall Omp aet davet ar perc’henn : un Estren hegarat. — Degas ’ran deoc’h, Aotrou, an diwezhañ milinerez ! Divizet hoc’h eus ur pennadig. … Sioul ha soñjus edos avat war hent an distro : — Petra ’c’h eus, Bertina ? Un daerenn a welan ! — N’ouzon ket re… Kemmet eo pep tra. — Re gaer a lârez ? Tud pinvidik int. — Deuet ’oan boas eus an dismantroù. Poanius, ya. Met bez’ edont un aspadenn eus an Tremened. Un amzer nevez o sevel bremañ war va Bed kozh Na distroin mui d’an draonienn… 2 a viz Eost 1964
7.
Milinoù kozh I Milinoù koant A droe drant O Rod en dour Milinoù koant A vale drant Bleud gwinizh flour Sed an tourlant Aet en dismantr Gant red an dour. II Mui rod na dro War ar vein-to ’Mañ ’n iliav glas Ar skluz a voud Hag a hirvoud ’Vel taolioù glaz D’ar milinoù ’N o dismantroù Allaz ! Allaz ! III Tavet int holl Hag aet da goll Ar mein-milin Tavet int holl Echu o roll Graet o begin Hag an dour-koll ’Ya ’vel ur foll Gant ar ribin. IV Arzourien zo Deut war o zro Hiviziken E vint-i koant O c’hoarzhin drant ’Hed an draonienn War ribl an dour O dremmoù flour ’Darre laouen… 10 a viz Gwengolo 1970
8.
Me ’garje bout Pa welan-me skornet ar stêr Me ’garje bout an Nevez-hañv Me ’garje bout ur barrad glizh Pa welan suilhet ar Peurvan Pa welan ’n Heol o vont da guzh Na me ’garje bout ul Livour Pa welan ’r c’hlañvour o c’houzañv Me ’garje bout ur Pareour Pa welan digor ur rozenn Me ’garje bout ur valafenn Pa glevan ’n arzour o kanañ Me ’garje bout ar ganaouenn Pa glevan ’n avel o c’hwezhañ Na me ’garje bout un Delenn Bout Izold ar Veleganez O selaou Telenn aour Marzhin Me ’garje bout milinerez Pa welan tourlant ur vilin E-metoù lili-dour al lenn Me ’garje bout un alarc’h gwenn Me ’garje bout koumoulenn roz Pa sked warni an Heol vintin Ha boud garlantez glizin War voger louet ur maner kozh Me ’garje bout ur steredenn O lintrañ war vantell an noz Me ’garje bout ul lilienn Me ’garje bout ur bodig roz Pa welan mousc’hoarzh ur Babig Na me ’garje bout e vammig Pa welan ur rozenn skedus Me ’garje bout al liorzhour Pa welan ’r vaouez kenedus Me ’garje bout he melezour Me ’garje bout an alc’houeder O tibun e ganenn vintin E porched an Neñv bout sant Pêr Ha digeriñ d’an Evn lirzhin Pa deuy en-dro Nevenoe Me ’garfe bout ar Menez Bre E don lagad seder ur gour Me ’garje bout ur vleuñvenn lin Me ’garje bout d’un devezh dour Ar ganevedenn he seizh liv Me ’garfe bout an Eostig noz O telennañ en Dervenn gozh Me ’garje bout ar winizhenn A hadan en Erv d’an Here A vez tañvouezenn da C’houere Ha da Wengolo Hostiv wenn ! Kentañ Sul ar C’horaiz 1968
9.

credits

released January 23, 2015

Composition : Eric Voegelin
Poêmes : Angela Duval www.breizh.net/anjela/index.php
Mezzo - Soprano : Elvira Rigianovitch
Basse : Michail Rusinovski
Piano : Tatsiana Ivanovna

Quatuor à cordes :

Violon I : Helena Drako
Violon II : Alexander Puchovoi
Alto : Maryia Stelmakh
Violoncelle : Dima Tsypkin

Coach et direction pour la langue bretonne : Yann-Fanch Durand
Coach et traduction : Anna Nelayeva

Prise de son : Paul Thomas et Mael Bellec au studio du Sacré-cœur, St brieuc. Directeur : Tangy Le Doré
Mixage : Eric Voegelin au studio Taxila
Mastering : Mael Bellec
Artwork : Steven Drouin
Photo : Eric Voegelin

license

all rights reserved

tags

about

Taxila France

contact / help

Contact Taxila

Streaming and
Download help

Redeem code

Report this album or account

If you like 8 Songs en langue bretonne, you may also like: